Hor pal : kinnig produioù bruderezh dibabet, krouet hag aprouet gant micherourien al levr.

Diazezet omp e Gwened hag e krouomp produioù bruderezh diouzh ar goulenn, e steudadoù krenn ha bras.

Hon arbennigezh : bed al levr (stalioù-levrioù, embannerien, strolladoù stalioù-levrioù). Skoazellañ a reomp ivez an ensavadurioù hag an embregerezhioù a fell dezho kaout traezoù diouzh o skeudenn, en diavaez d’ar skouerioù boas a-fet ment ha danvez.

Sachoù ha gwiadennoù

Sach koton, sach jute ha krouadennoù New Romance.

Tro-dro d'al lenn

Sined metal, bentailh ha disglavier.

Aveadurioù ar stal

Paner-stal ha tikedennoù enep-laer.

Ur raktres diouzh ar goulenn

Ho traezh, ho livioù, ho kementadoù : e grouiñ a reomp ganeoc’h, eus ar prototip betek an degemer en ho stal-levrioù.

Urzhiañ er stok

Sachoù New Romance, sachoù gwenn ha tikedennoù enep-laer, e kementadoù bihan, en takad miret d’al levrerien.

Hon argerzh

1. Termeniñ

ar produ

Pictogramme définition du produit

2. Krouiñ

ar prototip

Pictogramme conception du prototype

3. Lañsañ

ar produerezh

Pictogramme production

4. Gwiriañ

perzhded ha degemer

Pictogramme contrôle qualité

Perak dibab OSSEC ?

Traezoù graet evit padout. Ur sach pe un disglavier implijet e-pad bloavezhioù a zoug hoc’h anv pelloc’h eget un traezh-bruderezh da deurel. Dibab a reomp an danvezioù hag ar c’hempennadurioù evit ma vo c’hoant gant ho pratikoù d’o implijout en-dro.

Heuliañ penn-da-benn. Eus ar mennozh d’ar prototip, eus ar produerezh d’an degemer, un den-darempred hepken ho po. Evit ar stalioù-levrioù e c’hall an degemer tremen dre hent boas al levr, gant ho marc’hadourezh.

Ur priz reizh. Hor pal eo chenñ skeudenn an « traezh-bruderezh » en ur unaniñ etik, perzhded ha koust.

Impression sac tote bag "la soupe de l'espace"

Hor c'hrouadennoù a brodioù personelaet evit stalioù-levrioù, embannerien, ensavadurioù hag embregerezhioù

Deuit e darempred ganeomp evit pep goulenn

dre bostel da contact@ossec.bzh pe dre hor furmskrid darempred.

Pictogramme paiement

+50 stal-levrioù pratik

Pictogramme service client

Servij pratikoù

Pictogramme livraison

Merañ al lojistik